Paroles.cc - Chercher

Les paroles de la chanson
« Marv eo ma mestrez »
Gilles Servat

Me am eus ur feunteun e-barzh kornig ma jardin
Eno ma ven kavet diouzh an noz hag ar mintin
Eno ma ven kavet atristet gant ar glac’har
’Soñjal ’barzh ma mestrez a zo aet d’an douar

Marv eo ma mestrez, marv eo ma holl fiziañs
Marv ma flijadur ha toud ma holl esperañs
Biken ’m bije soñjet hag ar marv a teuje
Da lemel diganin ma dous, ma c’harantez

Deus poanioù ar bed-mañ, fuzulhioù ha sabrennoù
Hastit, mar plij ganeoc’h finisañ din ma deizioù
Hastit, mar plij ganeoc’h finisañ din ma buhez
’vit ma’c’h in d’ar bed all war-lerc’h ma c’harantez

C’hoarvez a ra ganin evel gant ur marc’hadour
En deus ur vatimant da navigiñ war ar mor
Graet ganti he beaj, erruet eo poz ar joa
Ma doucho da Gernev ma ranko perisañ