Les paroles de la chanson
« Ken pell zo da c'hortoz »
Gilles Servat
Ne weler ket ho pried aman ken
’balamour da betra ’ma Ket ganeoc’h er ger
Ken pell zo da c’hortoz-
Trist eo ma deiziou ha goullo ma zi
Rak ma fried zo bet lakaet ’barzh an toullbac’h
Ken pell zo da c’hortoz
Lakaet en tooullbac’h du-hont e Paris
Evel ar c’hangsterien hag al lazherien kriz
Ken pell zo da c’hortoz
Gant gwarded ganas dalc’het eo er c’hloz
Hep ma ouife perak, hep ma vefe barnet
Ken pell zo da c’hortoz
Selaouit oll ta tud a Vreizh-Izel
Ho pugale a vo kasset kuit eveltan
Ken pell zo da c’hortoz
Kasset d’ur vro pell en abeg d’ho yezh
Rak bezan ur Breizhad vo un torfed arc’hoazh
Ken pell zo da c’hortoz
Selaouit oll ta ar pezh a laran
C’hwi a welo un deiz en un emgann spontus
Ken pell zo da c’hortoz
Arme an tri-liw o lazhan evned
Rak "les petits salauds ne chantent pas en français"
Ken pell zo da c’hortoz
Ha chom a refet daoulinet dalc’hmad
O c’hortoz ar gontell ’vel ma ra an danvad
Ken pell zo da c’hortoz
Pe neuze e giz al laboused gouez
E kanfet en ho yezh hep goulenn an aotre
Ken pell zo da c’hortoz.