Les paroles de la chanson
« Kan bale nevenoe »
Gilles Servat
Skoulmet mat eo hirie
chadenn ar goskored
kousket noz, kousket deiz,
kalon ar Vretoned
ma ’z eo du an deiz
d’argadourien ’r vro dibal,
disoñjet-krenn eo ho anv.
ma ’z eo du an noz
dindan gwask pounner ar Gall,
piv a sammo bir ha kleze?
met un deiz e luc’ho
tan-gwall menez Kerne
Met un deiz e c’hwezho
avel menez Are
ra vo dihunet
nerzh ha lorc’h an argadour
e skeud pounner
ar gwenn-ha-du,
ra vo dismantret
korf ha gwad an enebour
n’eus forzh penaos e vo ludu.
Skeud an trec’h war o dremm
ho pugale ’yay d’ar brezel,
dorn kalet lagad lemm,
stagañ raint war-du an avel.
gant tan ar serr-noz
e deun o daoulagad
war ar c’huzh-heol
ez int fennoz,
gant youc’h ar re gozh,
war leurenn an argad,
ar re yaouank ’varvo fennoz.
Nevenoe Nevenoe Nevenoe
chadenn ar goskored
kousket noz, kousket deiz,
kalon ar Vretoned
ma ’z eo du an deiz
d’argadourien ’r vro dibal,
disoñjet-krenn eo ho anv.
ma ’z eo du an noz
dindan gwask pounner ar Gall,
piv a sammo bir ha kleze?
met un deiz e luc’ho
tan-gwall menez Kerne
Met un deiz e c’hwezho
avel menez Are
ra vo dihunet
nerzh ha lorc’h an argadour
e skeud pounner
ar gwenn-ha-du,
ra vo dismantret
korf ha gwad an enebour
n’eus forzh penaos e vo ludu.
Skeud an trec’h war o dremm
ho pugale ’yay d’ar brezel,
dorn kalet lagad lemm,
stagañ raint war-du an avel.
gant tan ar serr-noz
e deun o daoulagad
war ar c’huzh-heol
ez int fennoz,
gant youc’h ar re gozh,
war leurenn an argad,
ar re yaouank ’varvo fennoz.
Nevenoe Nevenoe Nevenoe